Le blog d'Hydromel, le fanzine des musiques breizzoues

dimanche 13 janvier 2008

Breizh a Gan 2007

Breizh a Gan 2007 – Iliz-Veur St-Per An NAONED, d'ar Sul 02 a viz Kerzu 2007.

Abadenn vras ar Breizh A Gan a oa evit an eil gwech en Naoned, goude 25 bloaz a vevder. Dindan ar glav pil, kanet o deus ar c'hwec'h bagad laz-kanañ Bodad Kanomp Breizh Kendalc’h, 340 a ganerien memestra! Dirak an Iliz-veur leun chouk e oa Kan Ar Vro-Orvez, Les Choralines-Korholen (An Turbal), Kanerion An Oriant, Awel Dreger (Ploveur-Bodoù), Anna Vreizh (Naoned) ha Mouez Paotred Breizh an eil war lec'h egile evit al lodenn gentañ. E gwirionez, pell a-walc'h e oa eus lazioù-kanañ a vro Gembre!! Ret eo saludiñ memestra al labour kaset da benn ganto!

Ar bloaz-mañ eo bet savet ur « Cantate »: An Aval Hag Ar C’haliz, diwar fin an Animisted ha deroù ar gristenien e Breizh. Adalek barzhoneg Padrig Corlay o deus savet ar c'hwec'h penn-kaner un oberenn a-feson! René Abjean, penn bras al laz-kanañ e Breizh, en deus krouet an tremenadurioù...


Evit gouzout hirroc'h: www.kendalch.com

Un nebeut fotoioù ha filmoù:



Charte écolo des festivals bretons

Agenda 21 : charte des festivals engagés pour le développement durable et solidaire en Bretagne: